Sancho V Navarra
Neuz
![](http://chped.net/https/upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/1/18/Sancho_Rem%C3%ADriz.jpg/250px-Sancho_Rem%C3%ADriz.jpg)
Sancho Ramírez zo anavezet ivez evel ar roue Sancho V Navarra ha Sancho Iañ Aragon (war-dro 1043 – 1094), a oa mab da Ramiro Iañ Aragon ha Gisberga.
E 1063 e renas en Aragon war-lerc'h e dad. En 1076 e teujod d'e gerc'hat da ren e Pamplona, ma voe anvet eno Sancho V Pamplona.
Gantañ en em astennas rouantelezh Aragon war-du ar c'hreisteiz, a-hed ar stêrioù Ebro, Cinca ha Gállego, diwar-goust ar rouantelezhioù taifa, a lakeas da baeañ truajoù.