Mont d’an endalc’had

Simon Wiesenthal

Eus Wikipedia
Simon Wiesenthal
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhAostria-Hungaria, Eil Republik Polonia, Aostria Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denSimon Wiesenthal Kemmañ
Anv-bihanSimon Kemmañ
Anv-familhWiesenthal Kemmañ
Deiziad ganedigezh31 Kzu 1908 Kemmañ
Lec'h ganedigezhBuchach Kemmañ
Deiziad ar marv20 Gwe 2005 Kemmañ
Lec'h ar marvVienna Kemmañ
Doare mervelabeg naturel Kemmañ
Lec'h douaridigezhOld Cemetery of Herzliya Kemmañ
PriedCyla Wiesenthal Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetalamaneg, yideg Kemmañ
Micherchaseour nazied, autobiographer, arkitektour, advocate Kemmañ
Strollad politikelAustrian People's Party Kemmañ
Relijionyuzevegezh Kemmañ
Lec'hienn ofisielhttps://www.wiesenthal.com/ Kemmañ
Statud e wirioù aozerOberennoù dezhe gwirioù aozer Kemmañ
Simon Wiesenthal (1982)

Simon Wiesenthal a zo bet ganet d'an 31 a viz Kerzu 1908 e Lwów (Polonia d'ar c'houlz-se, Ukraina bremañ) ha marv d'an 20 a viz Gwengolo 2005 e Vienna (Aostria).

Anavezet eo dreist-holl evel "chaseour nazied".

Buhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E 1932 e tapas e ziplomoù a disavour met serret e voe e stal e 1939 pa yeas tre e Polonia soudarded an URSS (da heul an emglev etre Adolf Hitler ha Jozef Stalin evit dispenn Polonia).

E 1940 e voe darbet dezhañ bezañ deportet da Siberia met arc'hant a roas d'ur c'homiser Soviedat.

D'ar 6 a viz Gouere 1941 avat e voe harzet pa oa bet divizet gant Hitler ober brezel d'an URSS.

Da gentañ e voe bac'het e kampoù-labour met da c'houde e voe bet kaset da Vuchenwald ha Mauthausen (Aostria). E 12 kamp nazi eo bet en holl. 3 gwezh e voe war-nes bezañ drouglazhet hag e 1945, da vare dieubidigezh ar c'hampoù e oa ken gwan ma semplas. 89 den eus e familh a zo marv e-pad ar brezel.

Pa oa distro ne oa nemet un dra war e spered : n'eo ket adkregiñ gant e labour a disavour ha kas ur vuhez normal met barnañ an nazied.

Diouzhtu e tigoras e Vienna Kreizenn Gelaouiñ ha Teuliaouiñ diwar-benn an Dorfedourien Nazi. E-unan e voe met e 1948 en doa savet 120.000 fichenn diwar-benn an SSed. Diseblant an dud tro-dro dezhañ avat.

Brud a zeuas dezhañ e 1960 pa voe harzet Adolf Eichmann, steuñvekaer an Diskoulm diwezhañ. A-drugarez da Wiesenthal e voe bet diskoachet en Arc'hantina.

Un eil den a-bouez a voe adkavet dre e labour : Karl Silberbauer. Ur poliser aostrian e oa ha gantañ e oa bet harzet Anne Frank en Izelvroioù.

Da ziwezhañ, e 1967 e tiskoachas Franz Stangl, kommandant kamp Treblinka.

Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Simon Wiesenthal Tuviah Friedman Korrespondenz (Documentbook) Germany National Bibliothek