Strizh-mor Sunda
Neuz
![](http://chped.net/https/upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/3/34/Sunda_strait_map_v3.png/220px-Sunda_strait_map_v3.png)
Strizh-mor Sunda (Selat Sunda en indonezeg) zo ur strizh-mor etre inizi Jawa ha Sumatra. Dispartiañ a ra Mor Jawa diouzh Meurvor Indez. Dont a ra e anv eus ar ger "Sunda" a oa anv ur vro gwechall e kornaoueg Jawa.
Meur a wech, abaoe ar bloavezhioù 1960, ez eus bet anv da sevel ur pont dreist ar strizh-mor, da liammañ inizi Jawa ha Sumatra. Betek-henn n'eo ket bet savet avat.