Timbroù an Antilhez Bihanañ saoz
Timbroù gant an alc'hwez LEEWARD ISLANDS (Antilhez Bihanañ saoz) a voe implijet gant annezidi inizi Antigua, Dominica, Montserrat, Nevis, Saint-Kitts hag an Inizi Gwerc'h Breizhveurat etre 1890 hag ar 1añ a viz Gouere 1956, gant re pep enezenn war un dro.
An 8 timbr embannet e 1890 a ginnige poltred a-skerb ar rouanez Victoria, dezho un dalvoudegezh etre ½ penny ha 5 shilling. Dreistmoullet e voent e 1897 evit enoriñ 60vet deiz-ha-bloaz ren ar souveren. E 1902 e voe dreistmoullet ivez an timbroù 4, 6, and 7d gant 1 penny.
An hevelep patrom a voe implijet evit sevel framm timbroù 1902 ( poltred Edouarzh VII), timbroù 1913-22 (poltred George V); 1938-47 (George VI, hennezh gant ar penn troet war an tu-dehou avat) ha 1954 (Elesbed II), war-bouez ar prizioù hag al livioù o vezañ disheñvel an eil ouzh egile bepred,
133 timbr hepken, timbroù-boutin an darn vrasañ anezho, a zo bet embannet betek 1954.
An timbroù embannet e 1945 (« Trec’h 1945 »), 1948 (Deiz-ha-bloaz eured ar c’houblad roueel) hag e 1948 (75vet deiz-ha-bloaz Unvaniezh Postoù ar Bed) a gaver anezho gant meneg un drevadenn saoz all ivez, hag evit ar wech kentañ. Kaoz zo eus “rummad Aden”, pe eus “rummad Antigua” pe hini Ascension.
E penn kentañ 1958 ez voe krouet “Kevreadur an Antilhez saoz” (« West Indies Federation » e saozneg) hag implijet ur rummad timbroù gant ar meneg-se e-pad an nebeut amzer ma padas an unvaniezh (dibenn e miz Mae 1962).
Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- (en) www.kgvistamps.com
- https://web.archive.org/web/20150826022154/http://www.die-briefmarke.com/empire-stamps-catalogue/leeward-islands-stamps.html