Tirol
Neuz
![](http://chped.net/https/upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/4/44/Meyers_b15_s0720a.jpg/250px-Meyers_b15_s0720a.jpg)
Tirol a zo ur vro istorel en Alpoù hag ur rannvro europat (EuroRegion). Goude bezañ bet e dalc'h an Habsbourged abaoe 1369 e voe rannet etre Aostria hag Italia diwar emglev Saint Germain-en-Laye e 1919. Teir rannvro a zo bremañ :
- Stad kevredet Tirol (pe Tirol an Norzh hag ar Reter, Aostria),
- Su Tirol (Proviñs Bozen, Italia),
- Trentino (Proviñs Trento, Italia).
Menezioù uhelañ Tirol eo an Ortler (italianeg Ortles, 3 905 m) hag ar Großglockner (3 798 m). Teiryezhek eo ar vro : e Tirol an Norzh hag ar Reter e komzer alamaneg, e Su Tirol alamaneg, italianeg ha ladineg (reto-romaneg), hag en Trentino italianeg.
![](http://chped.net/https/upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/f/fc/Tirol_1918.png/200px-Tirol_1918.png)