Try a Little Tenderness
![](http://chped.net/https/upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/5/59/Ray_Noble_-_Radio_Mirror%2C_October_1935.jpg/220px-Ray_Noble_-_Radio_Mirror%2C_October_1935.jpg)
o seniñ ar piano e miz Here 1935.
Try a Little Tenderness a zo ur ganaouenn saoznek, savet gant ar bozierien vreizhveuriat James Campbell ha Reg Connelly hag ar pianoour ha sonaozer stadunanat Henry MacGregor Woods.
Enrollet e voe, evit ar wech kentañ, gant Ray Noble hag e laz-seniñ d'an 8 a viz Kerzu 1932[1] ha Val Rosing ouzh he c'hanañ. Enrollet e voe ivez gant ul listennad hir-hir a arzourien all ; koulskoude ez eo ret lavaret ez eo doare fromus Otis Redding, embannet e 1966 en e albom The Otis Redding Dictionary Of Soul - Complete & Unbelievable[2], a zo chomet mil anavezet er bed a-bezh.
Dibabet e voe Try a Little Tenderness gant Stanley Kubrick da gentañ kanaouenn Dr. Strangelove (1964) ha, dre n'halle ket echuiñ e film hep un tamm mousfent kriz, e tibabas ar filmaozer stadunanat We'll Meet Again da ganaouenn diwezhañ.
Selaou Try a Little Tenderness...[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- ...kanet gant Val Rosing e 1932.
- ...kanet war al leurenn gant Otis Redding e 1967.
- Dr. Strangelove o kregiñ gant Try a Little Tenderness.