Uxío Novoneyra
![](http://chped.net/https/upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/5/5b/Ux%C3%ADo_Novoneyra_%28Praza_Maior_de_Lugo%29.jpg/220px-Ux%C3%ADo_Novoneyra_%28Praza_Maior_de_Lugo%29.jpg)
Eugenio Novo Neira (Folgoso do Courel, 19 a viz Genver 1930 - Santiago de Compostela, 30 a viz Here 1999), anavezetoc'h evel Uxío Novoneyra, a oa ur skrivagner galizek, saver barzhonegoù ha kontadennoù evit ar vugale.
Mab da labourerien-douar e oa hag en em lakaet e oa da sevel barzhonegoù pa oa er skol eil derez e Lugo. Studioù lennegezh ha prederouriezh a reas e Madrid. E 1951 e tistroas da C'haliza ha kregiñ da embann skridoù galizek. Goude-se ez eas da Vadrid en-dro, e 1962, da labourat evit ar skinwel hag ar skingomz. Distreiñ a reas da C'haliza e 1966 ; dimeziñ a reas da Elba Rei e 1973 ha teir merc'h o devoe. E 1983 en em stalias da vat e Santiago de Compostela. Eno e voe prezidant Kevredigezh ar Skrivagnerien C'halizek, betek fin e vuhez e 1999.
En e varzhonegoù e tiskouez mennozhioù broadelour ha marksour. Os Eidos (Ar pradoù) eo e oberenn anavezetañ, embannet e 1955. Gouestlet e voe Devezh al Lizhiri Galizek da Novoneyra e 2010.