War on Gangs
![](http://chped.net/https/upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/c/c4/US_incarceration_timeline.gif/220px-US_incarceration_timeline.gif)
E Stadoù-Unanet Amerika, ar War on Gangs zo ul luskad broadel evit digreskiñ galloud hag obererezhioù ar gangoù. An termenadur a vez implijet evit darn eus an oberiadurioù enep gang sevenet en SUA gant ar servijoù surentez. Ouzhpenn-se e vez klasket talañ ouzh an trafikerezh dramm el live rannvroel ha kevredadel. Ar War on Gangs a glask kaout un oberiantiz e-pep live eus buhez ar vro, an ajañsoù kevredadel a glask terriñ kelc'h ar feulster dre harpañ ha labourat don gant ar polisoù Stad hag al labourerien sokial.
Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
![](http://chped.net/https/upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/7/7b/Dalton_Gang_memento_mori_1892.jpg/220px-Dalton_Gang_memento_mori_1892.jpg)
Ar bandennoù torfedourien gang a zo deuet war-wel e Stadoù-Unanet Amerika er bloavezhioù 1820, dreist-holl e korn-bro New York. Obererezhioù ar gangoù a oa 'maez lezenn, pa dremenas al lezenn a-enep an drammoù e 1912 e-pad Kendalc'h etrebroadel an Opiom. Adalek ar mare-se e oa bet roet lañs bras d'ar gangoù a oa engouestlet en trafikerezh-se.
![](http://chped.net/https/upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/c/c3/Dillingerwantedposter.jpg/220px-Dillingerwantedposter.jpg)
Er Stadoù-Unanet e voe uhelaet kalz an niver a emouestlidi en aozadurioù torfedou-se er bloavezhioù 1970 ha 1980. Liammet eo ar fed-se ouzh ur goulenn uheloc'h-uhelañ a zramm gant an dud.
![](http://chped.net/https/upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/6/69/STREET_GANG_MEMBERS_-_NARA_-_552753.tif/lossy-page1-220px-STREET_GANG_MEMBERS_-_NARA_-_552753.tif.jpg)
E 1991 e voe istimet e oa 774 000 ezel er gangoù oberiant dre ar vro.
![](http://chped.net/https/upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/e/e5/PSM_V88_D092_Police_destroying_illegal_drugs_in_Los_Angeles_1916.png/220px-PSM_V88_D092_Police_destroying_illegal_drugs_in_Los_Angeles_1916.png)