Zabumba
Neuz
![](http://chped.net/https/upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/1/11/Caruaru-S%C3%A3o-Jo%C3%A3o-2005-Trio-forr%C3%B3.jpg/250px-Caruaru-S%C3%A3o-Jo%C3%A3o-2005-Trio-forr%C3%B3.jpg)
Ar zabumba pe zambumba zo ur benveg-seniñ dre skeiñ, ur seurt taboulin a gaver e Nordeste Brazil, hag a vez sonet gant sonerien forró, coco, xaxado, xote, ciranda .
Penaos eo graet[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Un taboulin bras a-walc'h eo, graet eo gant plenk koad peget ha div groc'henenn lêr. Boud eo ar son. Div vazh a vez da skeiñ: unan war-benn a ro ur son boud, unan all zo moan ha hir da skeiñ dindan, hag a ro ur son skiltroc'h.