Mantell
Neuz
![](http://chped.net/https/upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/5/5b/Manteau_de_Zibeline.jpg/220px-Manteau_de_Zibeline.jpg)
![](http://chped.net/https/upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/2/21/Major-General_The_Hon._James_MacDonald_large.jpg/200px-Major-General_The_Hon._James_MacDonald_large.jpg)
Ur vantell (eus ar ger latin mantellum) zo ur pezh dilhad hir, tev, ha tomm, a vez douget er broioù yen, pe pa vez yen, evel dilhad war-benn alies, war-benn ur porpant pe chupenn alies. Tapout a ra izeloc'h eget an dargreiz, eget ar porpant eta, betek an daoulin alies, pe izeloc'h zoken. Ponner e vez ar mantilli peurvuiañ, met darn a vez skañvoc'h.
Douget e vez ar mantilli gant gwazed evel gant maouezi, met disheñvel e vezont: strishoc'h e vez re ar merc'hed peurvuiañ.
Mantilli a bep seurt[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
A bep seurt mantilli zo, tev pe devoc'h, hir pe hiroc'h, hag anvioù a bep seurt dezhe.
- Bournous
- Chesterfield, kuzhet an nozelennoù warni
- Duffle coat, gant ur gabell
- Kaban
- Kabig
- Levitenn
- Loden pe lodo, mantell a liv gwer, eus Tirol, anavezet abaoe ar XIVvet kantved,
- Mantell-c'hlav: meur a seurt zo
- Mantell war-benn
- Mc Farlane, mantell hir divilgin, ur c'hab outi;
- Paludamentum, mantell ar jeneraled roman en amzer ar Republik ;
- Parka
- Poncho
- Trench-coat
Mojennoù ha lennegezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Istor Martinus (pe Marzhin), ar soudard roman kristen a rannas e vantell gant ur paour.
- Ar Vantell ( Шинель / Shinel, e ruseg) un danevell gant ar skrivagner rus Nikolai Gogol, a chom da dreiñ e brezhoneg.
Skeudennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
-
Ofiserien eus an RAF, an aerlu saoz, e Bro-C'hall e 1939, en o mantilli
-
Mantell feur Margit Schumann, atletourez reteralaman (DDR) e C'hoarioù Olimpek ar Goañv e 1972.